IMG_0026

Kemeret hon eus ar c’harr-boutin evit mont da Blistin da welet dismantroù dourdi gall-ha-roman an Hogolo. Eno en em walc’he an dud, savet e oa bet en eilvet kantved goude ar C’hrist.

Goulennoù hon eus bet, ha goude hon eus kemeret adarre ar c’harr-boutin evit mont da gKern Barnenez. Krog oa da sevel er bloavezhioù 4700 a-raok ar C’hrist evit al lodenn goshañ, hag er bloavezhioù 4200 kent JK evit an eil lodenn. Servijañ a rae da sebelliañ ar re varv pinvidik, renerien ar meuriad. Ur bern maen eo gant bezioù dindan.

Debret hon eus merenn e-kichen rinier Montroulez.

Goude merenn omp bet o weladenniñ ur c’hastell e-kichen Brest, eus familh Kergroadez. Ur c’houldri oa, un ti evit ar pichoned. E 1498 e oa bet savet, diouzhtu goude brezelioù relijiel e Bro-C’hall. Pinvidik oa ar perc’henn, markiz e oa.

Arebeurri oa e-barzh ar c’hastell, berr oa ar gweleoù peogwir e krede an dud e vijent mouget gant o zeod en ur gousket. Er skalier e oa toulloù evit sellet ouzh an dud a oa er sal vras evit spïañ anezhe ha sellet ouzh an nor-dal. Evit aveliñ ar c’hastell ha sikour ober tan e oa toulloù bihan dindan ar prenestroù, hag evel-se ne veze ket digoret ar prenestroù hag an enebourien n’hallent ket dont-tre.

Ur jardin gant plant evit pareañ (louzaouiñ) an dud oa eno : louzaouenn an hañv (muguet) zo ur blantenn fall, poezon eo, stlanvesk (plantain) a-enep ar flammadennoù, pe c’hoazh louzaouenn an darvoued (chelidoine).

Desket hon eus penaos ober soavon gant ludu ha druzoni.

Displeget zo dimp penaos e veze klasket gant ur wialenn an andonioù pe naozioù dindan an douar.

Azened oa en ur park e-kichen ar c’hastell.

Hir a-walc’h oa evit dont en-dro, met un aergelc’h plijus oa er c’harr-boutin.